Porro magna et ex il

Publié par admin le 18 juillet 2019

Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-eñ zoken ha da zont en-dro dezhi.

Pep den en deus gwir da vont ha dont en e frankiz ha da zibab e annez e diabarzh ur Stad.

Gwir a zo gant pep hini d’ar vuhez, d’ar frankiz, ha d’an diogelroez evitañ.

Den ebet ne vo emellet diouzh c’hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.

Ar mammoù hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel.